Liester torr

Implijet e vez an termen liester torr pe liester diabarzh (miksur e malteg; جمع تكسير jam taksīr en arabeg) war dachenn ar yezhoniezh evit komz eus unan eus perzhioù morfologel a gaver e meur a yezh semitek a vez "torret" pe "didroc'het" enne stumm diazez un anv-kadarn unan evit sevel diwarnañ ar stumm lies dre gemmañ elfennoù resis patrom vogalennek diabarzh ar framm diazez ar wrizienn dederc'hensonennel pe bederc'hensonennel kentoc'h evit dre ouzhpennañ lostgerioù ha/pe rakgerioù ouzh stumm diazez an anv.

Daoust ha ma vez kavet seurt liesterioù torr e meur a yezh semitek ec'h eo er yezhoù arabek, evel da skouer an arabeg hag ivez ar malteg, ma vezont implijet an aliesañ hag en un doare boutin.

Keñver-ha-keñver gant al liesterioù torr (pe "diabarzh") e kaver ivez liesterioù savet dre stagañ kengerioù ouzh ar stumm unander diazez, resisoc'h gant lostgerioù ("liesterioù diavaez" pe "leun": sħiħ e malteg; جمع السالم jam alsālam en arabeg).


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search